paroles de chanson
An
Hani
A
Garan
Alan
Stivell
An
Hani
A
Garan,
gwechall
bihan
er
gêr
Pa
oamp
tostik
an
eil,
an
eil
ouzh
egile.
Ma
ch′alon
ne
gare,
ne
gare
nemet
unan,
Pa
oan
bihan
er
gêr
an
hini
a
garan.
An
Hani
A
Garan,
gwezharall
ma
ch'are,
Kanañ
a
rae
pa
ganen,
pa
ouelen
e
ouele,
Hon
div
galon
ne
raent,
ne
raent
nemed
unan,
Pa
oan
bihan
er
gêr
an
hini
a
garan.
An
Hani
A
Garan,
bremañ,
he
deus
ma
laosket
Aet
eo
da
broioù
pell,
d′ur
vro
n'anavezan
ket
Aet
eo
d'ar
broioù
pell,
da
c′hounit
he
bara
Kollet,
kollet
eo
din
an
hini
a
garan.
D′An
Hani
A
Garan,
ne
ran
nemet
hirvoudiñ
Penaos,
ken
pell
diouti,
e
ch'ellin-me
beviñ?
Met
petra
a
lavaran-me?
Turlebaniñ
a
ran
Dre
hir
soñjal
atav
en
hini
a
garan.
D′An
Hani
A
Garan,
mar
kollan-me
ma
fenn,
Evnedigoù
ar
c'hoad,
kanit
c′hwi
ho
kanenn
Evned,
kanit
er
c'hoad
kanit
kenti-kentañ
D′An
Hani
A
Garan,
ne
ran
nemet
huanadiñ
Huanadiñ
noz
ha
deiz,
deiz
ha
noz
hirvoudiñ
Rak-se
em
eus
savet
ha
rak-se
e
kanan
Kanennig
ma
c'halon
d'an
hini
a
garan.
Attention! N'hésitez pas à laisser des commentaires.