Nolwenn Leroy - Bro Gozh Va Zadoù Lyrics

Lyrics Bro Gozh Va Zadoù - Nolwenn Leroy



" Ni, Breizhiz a galon, karomp hon gwir Vro!
Brudet eo an Arvor dre ar bed tro-dro.
Dispont kreiz ar brezel, hon tadoù ken mat,
A skuilhas eviti o gwad.
Refrain
O Breizh, ma Bro, me ′gar ma Bro.
Tra ma vo mor 'vel mur ′n he zro.
Ra vezo digabestr ma Bro!
Breizh, douar ar Sent kozh, douar ar Varzhed,
N'eus bro all a garan kement 'barzh ar bed,
Pep menez, pep traonienn, d′am c′halon zo kaer,
Enne kousk meur a Vreizhad taer!
Refrain
Ar Vretoned 'zo tud kalet ha kreñv;
N′eus pobl ken kalonek a zindan an neñv,
Gwerz trist, son dudius a ziwan eno,
O! pegen kaer ec'h out, ma Bro!
Refrain
Mar d′eo bet trec'het Breizh er brezelioù bras,
He yezh a zo bepred ken beo ha bizkoazh,
He c′halon birvidik a lamm c'hoazh 'n he c′hreiz,
Dihunet out bremañ, ma Breizh



Writer(s): Evan James, James James


Nolwenn Leroy - Bretonne
Album Bretonne
date of release
01-01-2010




Attention! Feel free to leave feedback.