EV - Kan bale an A.R.B. paroles de chanson

paroles de chanson Kan bale an A.R.B. - EV



Dinec'h ha krenn, Bretoned
'Vo tenn ar stourmer
En noz 'tarzho kastellioù
Gweleoù ar gwasker
Na kriz e vo heol an argad
D'ar vourc'hizien ha d'an treitour
Na kaer e vo luc'h an tantad
Da galon Breizh, d'he argadour
En noz 'tarzho kastellioù
Gweleoù ar gwasker
Dinec'h ha krenn, Bretoned
'Vo tenn ar stourmer
Ret 'vo dastumm, Bretoned
Toc'had ar brezel
Eost du ar re 'vo daonet
Eo trec'h Breizh-Izel
Bugaligoù ha tud kalet
A raio bec'h da chaseal
Da vountañ 'maez ar C'hallaoued
Da reizhañ hent, da vout feal
Eost du ar re 'vo daonet
Eo trec'h Breizh-Izel
Ret 'vo dastum, Bretoned
Toc'had ar brezel
An deiz a zo ker kuzet
War hent an distro
Fenoz e vo kutuilhet
Enor er rannvro
Kerkent dihun, kerkent dispak
Ha bec'h d'al loch an enebour
N'eus forzh penaos, n'eus forzh perak
E redo nerzh 'vel red an dour
Fenoz e vo kutuilhet
Enor ar rannvro
An deiz a zo ker kuzhet
War hent a distro



Writer(s): ev


EV - Distruj
Album Distruj
date de sortie
29-10-2002




Attention! N'hésitez pas à laisser des commentaires.