Tri Yann - Hirvoudou paroles de chanson

paroles de chanson Hirvoudou - Tri Yann



Penaos oc'h-c'hwi ker kaer gwisket
Traonienn ha prad leun a vleunioù
Penaos e kanit, laboused
Tre ma 'maon-me o skuilh daeroù
Ho kanaouennoù dudius
Va c'halon baour din a ranno
'N ur gomz eus un amzer eürus
Ha ne deuio biken en-dro
Da c'houloù-deiz 'vel d'abardaez
Me 'garje mont war ribl ar stêr
'N ur vouskanañ va c'harantez
'Vel an eostig, an alc'houeder
Dindan ar gwez, laouen bepred
E kutuilhen bleunioù dispar
Siwazh, setu-me dilezet
Ha rannet holl gant ar glac'har



Writer(s): Dp, Bernard Baudriller


Tri Yann - Universal Master
Album Universal Master
date de sortie
01-01-2006




Attention! N'hésitez pas à laisser des commentaires.