Les Ramoneurs de menhirs - Ya'at'eeh Lyrics

Lyrics Ya'at'eeh - Les Ramoneurs de menhirs



Selaouit tud yaouank, ha c′hwi 'r re gozh ivez
Eh an da gontiñ deoc′h ur c'hantik a-nevez
Eh an da gontiñ deoc'h a-nevez kompozet
′Ziàr Leonard Peltier lârer 'ma bet savet
Pell amzer zo bremañ e oa bet toullbac'het
Kar gwirioù ar re ruz en devoa difennet
E bro an Oñkl Sam, g′ar fasoù gwenn renet
Na doc'h gwirioù Mab-den nend eo ket bet doujet
An den ruz disprizet, hag a-gostez laket
Gwenn, du, melen hepken, ar gerlenn zo torret
Ne vo ket peac'h er bed, ken a na vo tolpet
En-dro ar pevar liv sakr; ar gerlenn ' vo serret
′R re ruz lâr 'ma achu bed ar c′hroc'hen skignan
Fondet vez an natur, lazhet get an argant
Tostaat a ra an amzer, mar 'd eus ket chañjamant
Tuchant chomay ket mui heni àr an douar-mañ
Tud gwir ag an douar-mañ, sorserion, chamaned
Ha c'hwi ar pobloù fur, difennerion ar bed
E'it saoviñ hor mamm-douar, vo ret deomp bout unanet
Doujiñ muioc′h d'an dud, d′ar plantoù, d'ar loened
Chadennet eo ma c′horf, met dizalc'h (eo) ma c′halon
Hag e ma huneioù e kuitan ma frizon
Àr zivaskell an erer eh an da gavouit ma zud
Disuj eo ma spered, me ne chomin ket mut
' Oa ket kablus anezhoñ, neoazh ' oa kondaonet
Paotred an FBI, ′n o las (o) doa tapet
Zele ket chom en toull da achu e vuhez
Rait en-dro e frankiz da Leonard Peltier



Writer(s): les ramoneurs de menhirs, traditionnel


Les Ramoneurs de menhirs - Amzer an dispac'h
Album Amzer an dispac'h
date of release
01-04-2010




Attention! Feel free to leave feedback.